Mae 1968

"Berzet eo berzañ !"
Lugan brudetañ Mae 1968

Mae 1968 a vez graet eus ur mare a drubuilhoù e Bro-C'hall, gant manifestadegoù ramzel aotreet pe get, harzioù-labour bras e mizioù Mae hag Even 1968. Chomet eo al luskad sokial brasañ en istor Bro-C'hall en XXvet kantved.

Gant un emsavadeg studierien e Pariz e krogas an darvoudoù-se. Goustadik e voe tizhet ar vicherourien ha darn eus rummadoù ar gevredigezh dre Vro-C'hall a-bezh. Diaz an emsavioù a oa talañ ouzh ar galloud aotrouniek, er sevenadur koulz hag er bed sokial ha politikel. Bez' e oa ivez ur stourm a-enep ar c'hevalaouriezh, bed ar beveziñ bras, ar galloud impalaeriezhel stadunanat, ha dreist-holl galloud ar prezidant Charles de Gaulle.

Gant an amzer o tremen, Mae 1968 a voe gwelet evel un troc'h anat en istor ar gevredigezh c'hall, ar gevredigezh mod-kozh gant pouez bras an aotrouniezh, ar familh, ar relijion hag ar c'henteliadur a oa bet erlerc'hiet gant ur gevredigezh post-modern.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search